Ceolred Mercia a voe roue Mercia eus 709 da 716.
Mab e oa da Æthelred Mercia ha d'ur vaouez ha ne oa e wreg anavezet nemeti a-hervez[1]. Roueet e voe goude dilez Cenred ha gwall yaouank e oa d'ar mare-se moarvat. N'ouzer ket nemeur a dra diwar-benn e vuhez hag an darn vrasañ a zo fall[1][2].
E 715 e stourmas tud Mercia ouzh Ine Wessex e "Woden's Barrow"[3], met n'anavezer ket piv a c'hounezas. Ceolred a varvas er bloavezh war-lerc'h.